Aide en Philo

Ar Seiz breur, ul luskad arzel liesseurt gant ur sell nevez war an arz e Breizh

Publié le 16/11/2022

Extrait du document

« Ar Seiz breur, ul luskad arzel liesseurt gant ur sell nevez war an arz e Breizh Ar Seiz Breur zo ul lusk arzel bras e Breizh, krouet eo bet etre an daou Vrezel bed e 1923.

Àr-zro hanter-kant den ‘oa el luskad-se.

An dud e penn ar strollad oa Jeanne Malivel, René Yves Creston get e gwreg Suzanne Creston ha de Lan-gleiz.

Ar Seiz Breur o deus levezonet sevenadur Breizh hag hiziv c'hoazh an arzourien e Breizh a vezont levezonet get ar strollad-se.

El luskad-se veze kavet meur a arz disheñvel.

Ul lodenn muioc'h arzel gant liverien, delwennour, engraver hag ul lodenn all dornvicherel gant ebenour, poder da skouer.

Ar Seiz Breur ne vezent ket arrestet gant ul lusk nemet arzel, kavet veze e doareoù all, kavet veze arkitektourien, sonerezh, hag ivez lennegezh, ar Seiz Breur a oa ivez ur mod da soñjal.

Ar memes soñj oa get izili ar Seiz Breur: neveziñ an arz e Breizh. Orin ar Seiz Breur Kavet 'vez orin eus al luskad-se en un den e lodenn bras.

Jeanne Malivel he deus krouet da gentañ al luskad-se.

Krouet e vez al luskad-se adalek 1923, tri bloaz a-raok marv Jeanne Malivel.

En em gav a ra gant arzourien all e pardon ar Folgoat, hag ober a reont ar choaz d'en em lakaat asambles evit krouiñ un arz modern e Breizh.

Sikouret eo bet an arzourez da grouiñ al luskad get tudennoù all, a vezont tudennoù bras ha pouezus e luskad ar Seiz Breur.

Bez e oa James Bouillé, a veze un arkitektour eus Arz Breizh.

An tisavour a oa un nevezer eus arz sakr Breizh.

Bez e oa ivez gante René-Yves Creston ag a oa ul livour hag engraver, gant e wreg Suzanne Creston ag oa hi ur prierour.

Er Folgoad eo bet krouet leun a raktresoù.

Krouet he deus Jeanne Malivel, ur gevredigezh karantezus, hep skodenn na hierarkiezh.

Ne vefe ket a brezidantez.

An holl.... »

↓↓↓ APERÇU DU DOCUMENT ↓↓↓